Archives de la catégorie : Buhez ar skol

Sinema e brezhoneg

Posté par thibaut dans Buhez ar skol | Laisser un commentaire

 song of the sea

Da genderc’hel gant al liammoù skoulmet gant an Ehpad Galathéa e oamp bet eno d’al Lun 29 a viz C’hwevrer o welet un dresadenn vev e brezhoneg, Kan ar mor.

Savet gant un Iwerzhonad, Tomm Moore e anv, e oa bet kavet plijus-tre gant ar vugale. Brav, met ivez « un tammig trist » ha lod o deus bet « un tammig aon ». Met ar ger pennañ a oa brav.
Istor ur plac’hig hag e vreur eo. O chom war un enezenn emaint gant o zad, diwaller an tour-tan. Met un dra ne oar ket an dud eo ez eo ur selkie, ur boudig eus ar mor. Troioù-kaer o do evit distreiñ d’o zour-tan. Ur blijadur evit an daoulagad eo ouzhpenn!

Ar re o doa bet tro da welet Brendan ha levr Kells a adkavo gant plijadur ar memes doare tresañ, dre m’eo bet savet an daou film gant ar memes skipailh.

Digoret en deus ar film-mañ er c’hlas ur prantad gouestlet da Vro-Iwerzhon, gant devezh Patrik o tostaat. Labourat a ra ar vugale war ar vro-se en arzoù, e saozneg evel-just, hag ur ganaouenn iwerzhonat a oa kanet gant ar vugale er fest-noz.

Hag un dresadenn vev all a vo kinniget d’ar vugale en Ehpad adarre a-raok fin ar bloaz.

 

Continuant nos liens avec l’Ehpad Galathéa,nous soommes allés y voir le lundi 29 février un dessin animé en breton,Kan ar Mor.

Réalisé par un Irlandais, Tomm Moore, il a beaucoup plu aux enfants. Beau, mais aussi « un peu triste », et certains ont même eu un « peu peur ». Mais le mot qui revient le plus est « beau ».

C’est l’histoire d’une petite fille et de son frère. Ils habitent une petite île avec leur père, gardien de phare. Mais ce que personne ne sait, c’est que la fillette est une selkie, une fée de la mer. Elle et son frère vivront des aventures pour retourner sur leur île. C’est en plus un plaisir pour les yeux.

Ceux qui ont vu Brendan et le secret de Kells retrouveront avec plaisir le dessin, car les deux films ont été réalisés par la même équipe.

Ce film ouvre dans la classe une période consacrée à l’Irlande, avec la Saint-Patrick en point final. Ce pays sert de base de travail aux enfants en arts, en anglais bien entendu, et une chanson irlandaise a été chantée au fest-noz.

Et les enfants auront la possibilité de voir un deuxième dessin animé à L’Ehpad avant la fin de l’année.

AR REDADEG

Posté par Cédric dans Buhez ar skol | Commentaires fermés

Kemeret perzh hon oa er redadeg d’ar merc’her 16 a viz mae 2012.

 

Setu bugale skol Diwan Savenneg o redek war-lerc’h karr ar redadeg. Bugale skol Sant Nazer prest da redek.

 

 

 

 

Bec’h dezhi !!Ha laouen ar vugale.